Unan eus kasourez skolaj Diwan, heuliet ganti stajoù Bernard Grosjean (c’hoariva-deskadurel), he deus goulennet da renerezh ar skolaj prenañ ul leurenn a-dreñv. Aes eo da staliañ ha distaliañ setu splet ar stignad. Pleustrek tre pa vanker plas hag ur sal goustlet d’ar seurt pratikoù.
Ur stropad diabarzhidi a ra c’hoariva ur wech ar sizhun abaoe penn kentañ ar bloavezh skol . Hervezo eo kalz plijusoc’h gant ul leurenn a-dreñv. Ar gwir zo ganto, pouezus eo evit en em lakaat e-barzh ha labourat war ar mont tre hag ar mont maez leurenn.
Plijadur dezho neuze.
Ur stalier c’hoariva e skolaj Diwan Kemper
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Fiziañs : ur strollad c’hoariva nevez

-
STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

-
Kenavo Céline

-
Stignad 2018 evit harpañ ar strolladoù amatour

- Kof-ha-Kof : al levr
-
O KLASK KANERIEN EMAÑ AR STROLLAD TRO-DIDRO

-
Nozvezh Ene Breizh

-
Nozvezh souten evit La Obra en enor da Céline Soun

-
Kontadennoù - Yann Guillamot

-
"Avaloù Vleago" ha "Ma-Unan"

























