Kreizenn dafar

Pal ar greizenn dafar-mañ eo bodañ un danvez strewet a-walc’h evit poent.
Pezhioù-c’hoari zo bet skrivet ha leurennet. Oberennoù zo bet troet. Studioù zo bet graet.
Klask a reomp el lec’hienn-mañ talvoudekaat an oberennoù c’hoariva hag o skrivagnerien ha titouriñ an dud war al lec’hioù ma vo tu kavout ar pezhioù-c’hoari (levraouegoù, tiez-embann...).

Eil bal ar greizenn dafar eo reiñ boued d’ar re o defe ezhomm da beadra evit labourat : testennoù da bellgargañ, pleustradennoù da sevel hag all...
Ha peogwir eo ar c’hoariva ur benveg dibar evit deskiñ ur yezh ur rubrikenn zo gouestlet d’ar vugale (met a c’hellfe servij d’ar re vras ivez...).

Ul lec’hienn-perzhiañ eo al lec’hienn-mañ. M’ho peus c’hoant kemer perzh evit klokaat ur rubrikenn pe ouzhpennañ traoù ne zamantit ket : grit mont e darempred.