Strollad Landi
responsable Jean Peres
Chomlec’h
Landivizio
- apropos
Strollad Landi eo kevrenn c’hoariva Strollad Bro Landi (kenteliou noz, dañsou, prezegennou…).
Savet eo bet e fin ar bloavez 2008 evid kemer perz e Breizhtival 2009.
Breizhtival zo eur fest savet e 2007 gand kevredigeziou sevenadurel Landivicho (bagad, kelc’h keltieg, laz-kana Mouez Bro Landi, Strollad Bro Landi) ha bugale vrezhonegerien.
Holl pezhioù farsus.
Skoazellet gant Bob Simon evit al leurenniñ.
Laouen e vefemp o vont da c’hoari e lec’h all ivez.
Strollad Bro Landi par TVRESIDENCES
-
Teatr Farsuz
7 a viz C’hwevrerTEATR FARSUZ Tri fezh c’hoari nevez gant Strollad Landi : – « Ar c’houlenn dimeziñ », – « Ar barner » gant Kanfarted Lanleya – « Graet eo va sonj » Etre ar pezhioù-c’hoari e vo kanaouennoù pe istorioù hag a vo kaset gant tud pedet en o zouez Danserien Lann Tivizio. Sadorn 11 février à 8e30 noz Dimanche 12 février à 3e g.m. Sal Tournemine Priz : 8 € / Digoust <18ans Mirout e blas :… -
Pezhioù-c’hoari 2018
1añ a viz Genver 2018Strollad Landi a c’hoario 4 fezh-c’hoari. E ti-gar Landi Medisin al lagad Ar pallenn etre daou Jakez Kroc’hen o fardañ kig-ha-farz An arc’hant dastumet az aio d’an UNICEF. -
Pezhioù-c’hoari farsus 2017
1añ a viz Meurzh 2017Pevar pezh-c’hoari nevez a vo kinniget war al leurenn gant strollad Landi. -
Pezhioù-c’hoari farsus
1añ a viz Here 2016Ar strollad deus Landivizio a vo e Landelo evit c’hoari war al leurenn un heuliad sketchoù. -
Farsus !
6 a viz Du 2015Farsus ! C’hoariva e brezhoneg. -
Breizhtival 2015
eil a viz Meurzh 2015Strollad Landi a ginnig 3 fezh-c’hoari a vo c’hoariet e-kerzh un Abadenn Blijadur e keñver ar Breizhtival 2015. C’hoariet e vo : Pezh kentañ : " Ur bugel zo ganet " un istor Nedeleg skrivet gand Roparz Hemon. Eil pezh : " An diou glujar " un istor anavezet lakaed e brezhoneg gand G KERVELLA A da echui " Ar psikolog pe an diskoulmer kudennou " skrivet gand P.-M. MEVEL ha Naig ROZMOR. A-raok… -
2014 : tri fezhig-c’hoari nevez
10 a viz Meurzh 2014Tri fezhig-c’hoari a vo kinniget e 2014 gant strollad Landi : " En dro d’ar poull " Troet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella diwar "la farce du cuvier" : ur farsrerezh eus ar grennamzer. " Piou a baeo " skrivet gant Per Jakez Helias. " Tan en ti " diwar " Les Boulingrin " skrivet gant Courteline ha lakaet e brezhoneg gant Goulc’han… -
Piv a baeo ?
eil a viz Here 2013Daou glasker-bara, du gant an naon dirak un ostaleri, o soñjal penaos kargañ o c’hof gant UR friko bras Ha da c’houde terc’hout hep paiañ. Ur pezh-c’hoari farsus diwar P.J. Heliaz. -
Kant vloaz ma mamm-gaer
17 a viz Gouere 2012Ur pezh-c’hoari skrivet gant Maria Prat. -
Da biou vo an intañvez ?
17 a viz Gouere 2012Ur pezh-c’hoari skrivet gant Maria Prat. -
Medisin al lagad
17 a viz Gouere 2012Ur pezh-c’hoari bihan ouzhpenn evit ar strollad. -
Bouzar pe vud
17 a viz Gouere 2012Bouzar pe Vud eo ur pezhig-c’hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz. Matrehe, eo êsoh en em gleved pa vez unan euz an daou bried bouzar pe vud ? -
Burzud ar garantez
17 a viz Gouere 2012Burzud ar garantez, pezhig-c’hoari skrivet gant Pêr-Mari Mevel ha Naig Rozmor . Daoust hag eur paotr yaouank koz a jomo atao paotr yaouank koz ? -
Tri fezh-c’hoari
22 a viz Meurzh 2011Tri fezh-C’hoari : Medisin Al lagad. Da biou ’vo an intañvez : skrivet gant Maria Prat. Kant vloaz va mamm-gaer : skrivet gant Maria Prat. -
Ar piskolog
18 a viz Du 2010Ur pezh skrivet gant Pêr-Mari Mevel ha Naig Rozmor. Ur pezh gant div vaouez hag ur paotr. Padelezh : 35mn. Paket eo Mari Plouzenn gant ar c’hoant dimeziñ hag e teu da welet ar psikolog… Farsus kenañ da welet ha da glevet.