Strollad Joyí
Chomlec’h
Kentelioù an Noz, 13 straed ar breolimer
44800 – Sant-Ervlan
Pgz : 02 40 20 39 74
- apropos
Strolladig, krouet e miz Here 2010.
Krouiñ pe azasaat pezhioù-c’hoari a-vremañ a zo lakaet da bal.
-
Leurenn Digor
1añ a viz Ebrel 2019Un nozvezh aozet gant Kentelioù an Noz evit ul leurenn digor da veur a strollad eus Bro Naoned : Joyi ha Kentelioù an Noz MilTamm Skolaj Diwan Diki Daka Skol an Emsav -
Nozvezh Fars ha Barzh
1añ a viz Meurzh 2018Evit lidañ Mizvezh ar brezhoneg hag ar galaoueg, kevredigezhioù eus Bro Naoned a zo kenstrollet evit kinnig darvoudoù e-leizh hag en o zouez un nozvezh gouestlet d’ar c’hoariva. Strollad Joyi a ginnigo un heuliadenn sketchoù ha bez e vo ivez ur prantad c’hoariva war ar prim gant ul leurenn digor. -
Ar paotr tort
21 a viz Meurzh 2017JOS a zo ur «bos» warnañ. Abaoe e vugaleaj e oa war e-unan, hep mignoned, taolet gant ar re-all. Ne c’hell ket gounit ar vedisined war e-du e-keñver e « boan-greñv ». Aon en deus da vezañ ret da labourat, keinatet e vos gantañ. E vignonez, STÉPHANIE, a zo etre daou : skoazellañ anezhañ pe lezel ar fulor da sevel enni a-enep tonkelouriezh Jos. Eñ a glask sikour oc’h en em reiñ d’an evañ, ul lonker bras eo… -
7 sketch berr
eil a viz Here 2014Er seizh testenn verr pe verroc’h-mañ (etre div elgeriadenn hag un dekad), eo dic’hortoz implij ar gerioù a-wechoù... An daou soner : ur gejadenn e-barzh an tren. Ur goulenn n’eo ket aes : e-barzh he liorzh-dezhi, ur baner gantañ, displegadennoù... Ardigell : penaos en em welout… ? C’hoazh ur melezour : piv eo er melezour ? An eil e plas egile : ur gejadenn, unan a heul e vennozh en desped d’ar… -
Ene Breizh
3 a viz Du 2011Ene Breizh - nozvezh barzhoniezh e brezhoneg gant Nolwenn Korbell ha gant skolidi brezhonek, Skol-Veur dibaouez Naoned. -
Ul louston eo Tad-kozh an Nedeleg
7 a viz Gouere 2011Ne vez ket mui kinniget pezh-c’hoari strollad ar Splendide. Mortez, Thérèse, Zézette ha Felix zo tudennoù hollvrudet. Nevez krouet e 2010, strollad c’hoariva Kentelioù an Noz en deus dibabet tammoù eus ar pezh-mañ evit kinnig e abadenn gentañ.