Strollad La Obra
responsable Marie-José Soun
Chomlec’h
4 plasenn an 8 a viz Mae 1945
29790 – Pontekroaz
Pgz : 09 52 56 31 25site internet LA OBRA
- apropos
La Obra zo ur gompagnunezh c’hoariva brezhonek. Kinnig a ra ar strollad ur meskaj dioutañ e-unan etre tarzh ar gomz, an teatr pobl ha birvilh hon amzerioù. Kemer a ra war e gont eo a-bouez bras kement yezh a zo evit kontañ ar bed ha mont da gejañ ouzh ar re all.
Ar strollad a ya atav engouestlet war an dachenn sokial ha politikel. Da gentañ e ra La Obra ul labour gant minorelezhioù ha tud wasket. Ha da eil e ro tro d’ar rummadoù a-vremañ da ober e brezhoneg en o mod dezho-int. La Obra a gemer harp war nerzh an arzoù dirak an dud hag an deskadurezh pobl evit kas da wir ar mennozhioù-mañ.
Evit gouzout hiroc’h war istor La Obra.
-

Daouarnioù bihan an Istor
eil a viz Gouere 2025Baleadenn c’hoariva e Bro ar C’hab Padelezh : 1h15 Evit an holl (adalek 8 vloaz) Divyezhek (brezhoneg/galleg) Komedian.ez.ed : Tifenn Linéatte hag Olivier Schneider Dramaerezh : Olivier Schneider Leurenniñ : Bastien Tracou Sturlevr prezegenner : Thierry Le Sergent ha Pierre Treujou Dilhad leurenn : Coralie Lanizac Produiñ : Strollad La Obra Hanterour sevenadurel : Hervez ar goulenn… -

An ti kamm
8 a viz Mae 2025Emañ Alfonso o vevañ en ur vro faltazius, ur bed hag a lak da soñjal en Amerika ar su er bloavezhioù hanter-kant. Simpl ha barzhonius eo kinkladurioù an arvest, e-giz bro Alfonso. Emañ o vevañ en ur gumuniezh paour a-walc’h. Du-se, pep hini en deus un ti adal e zek vloaz. Met unnek vloaz eo Alfonso dija, ha n’en deus kavet ti ebet : ne chom nemet un devezh dezhañ evit kavout anezhi a-raok gouel… -

A-dreuz an amzer 2024
6 a viz Gwengolo 2024A-dreuz an amzer a zo ur veaj c’hoariva meurdezus evit dizoloiñ kêr Pontekroaz ha mil dremm hec’h istor. An abadenn-straed-mañ, bet krouet a-ratozh evit Devezhioù Glad Europa, zo ur raktres produet gant Strollad La Obra ha sikouret gant kumuniezh kumunioù ar C’hap-Beg ar Raz, kumun Ar Pont ha Le Phare – Cité Musicale. Ar bloaz-mañ e vo kinniget un abadenn nevez d’an arvesterien gant pevar… -

C’hoariva evit ar yaouankiz
eil a viz Meurzh 2023Kinniget e vo gant La Obra ur prantad c’hoariva evit an dud yaouank eus skolioù ar vro. Ar pal a vo talvoudekaat ar yezhoù "bihan" gant pleustroù an arzoù bev. Tost 40 skolajiad eus Diwan Kemper a zeuio da ginnig an arvest Leurenn Flamm douget gant ar gomedianez Mona Caroff hag o c’helennerez Marine Gloagen. Goude o abadenn e vo c’hoariet ar pezh-c’hoari Kakaw e yezh tsotsil hag e brezhoneg. -
A-dreuz an amzer
5 a viz Gwengolo 2022A-dreuz an amzer zo un arvest-straed da gentañ, ha da eil un dro gaer da ober anaoudegezh gant Pontekroaz hag he mein kozh. Kas a ra an arvesterien daved buhez an annezidi, mojennoù eus ar vro, tud pennañ an amzer wechall, pep tra skeudennaouet gant komedianezed ha komedianed leun a lañs anezho. Senennoùigoù nevez-flamm a vez kinniget bep bloaz. Da ginkladurioù c’hoariva e teu ar savadurioù, ar… -

Ar Rouaned Lastez
5 a viz Gwengolo 2022Ur meskaj etre fent skrijus ha sonerezh pobl eo ar pezh-c’hoari-mañ hag a c’hoarvez e bed ar furlukin. Goude ur gwall reuz ekologel, an endro hag an denelezh zo bet distrujet. Nickel Crotte ha Sakapuss, daou furlukin anezho, a’z aio dre ar bed a-benn gallout sevel ur rouantelezh nevez. Evit mont war-raok eo ret dezho foetañ bro, bro al lastez... Arnodoù spontus ha dic’hortoz a vo ganto met pegen… -
Staj Furlukin
4 a viz C’hwevrer 2020Ur staj evit dizoloiñ pe mont pelloc’h gant arz ar furlukin. Priz : 25€ an devezh + skodenn 15€. Evit gouzout hiroc’h : skrivit pe bellgomzit da La Obra : 09 52 56 31 25. -

Kakaw
29 a viz Mezheven 2019Ur pezh kinniget gant daou gomedian. Awenet int bet gant tem ar mitologiezh Maya, ar produadur greantel er bed ha gant atalieroù c’hoariva gant amatourien. AN ABADENN Evit ar familhoù eo ar pezh-c’hoari-mañ. An abadenn-mañ a gas ac’hanomp da Amerika Latina evit gweladenniñ istor ar chokolad mod-all : penaos e veze fardet ar c’hakao mod-kozh ha penaos e vez fardet hiziv an deiz ? E peseurt mod… -

Daou ved war vor
1añ a viz Mezheven 2019Ur pezh-c’hoari a gont istor daou zen kollet war vor. A-benn gellet tizhout an "enezenn guzh" e rankint ober anaoudegezh ha mont dreist o disheñvelderioù. Unan a oar brezhoneg, eben ar spagnoleg, unan zo ampechet, eben n’eo ket, unan a blij dezhi kouroñkañ, eben a blij dezhi bageal. A-benn ar fin e ouiint kaout blaz ha farsal asambles. Padelezh : 25minutenn. Ur pezh-c’hoari skrivet evit bugale… -

Celtica Maya
14 a viz Mae 2019Meskañ a ra komedienn ha preder war dem ar gwriziennoù hag an hengounioù o sevel heñvelderioù etre sevenadurioù breizh ha maya. Yezhoù ar pezh : galleg, brezhoneg, tzotzil. -

Nena ha Polo foeterlukined
23 a viz Genver 2018Nena ha Polo zo daou furlukin, hag int mignoned vras, leun a startijenn ganto, hag a vez o vevañ asambles. Pezh a blij dezho ? Ar sirk ! Pleustriñ a reont bemdez evit c’hoari o abadenn dirak an dud. Met un deiz : tri mil boulc’hurun ! Ne gavont ket mui o zrede bolotennig jañgliñ ! Hep bolotennig, abadenn ebet ! Ata…met roudoù iskis zo war al leur. Marteze a-walc’h ne oa ket bet kollet ar… -

LA CAMINATA
1añ a viz C’hwevrer 2017LA CAMINATA ’zo istor peder zudenn o tizoloiñ ur mintin ur c’hamp divroidi e-kichen o c’hêriadenn. Cheñch a raio an darvoud-mañ o buhez pemdeziek, o darempredoù gant ar c’hamp deus un tu, ha respont an ensavadurioù o klask diogeliñ surentez ar boblañs deus an tu all. Bacilio ’zo paotr ar melestradur eus bloavezh 1821 ; Emma ur skiantourez eus ar bloavezhioù hanter-kant ; Saik, ul c’houer merket… -

Dizoloiñ ur grouidigezh war ar stern : La Caminata
1añ a viz Here 2016Luis Carlos Pineda ha Ruben Avila, daou arzour gwatmaltad eus Andamio Teatro Raro a zo bet pedet gant LA OBRA evit pevar miz (miz Here 2016 - miz C’hwevrer 2017), evit labourat a-stroll, war ur pezh c’hoari nevez «La Caminata». Ha daoust hag emaomp holl embroidi ? Setu ar goulenn a hencho an abadenn. « Atav e vo talvoudus d’ar c’hoariva mont da zifraostañ lec’hioù nevez ha mont dreist an… -

La Comparsa : c’hoariva war skasoù
29 a viz Gwengolo 2016Stummañ tud yaouank eo unan eus palioù ar gompagnunezh La Obra. Ar Festival Teatr Brezhonek a vo un digarez evit ar stajidi da ziskouez o chemet. Kinnig a reont d’an arvestourien un abadenn c’hoariva straed o bale war skasoù e straed goloet ar Stella. -

La Comparsa : Staj tud yaouank e-kerzh vak an diskar-amzer
29 a viz Gwengolo 2016Ar C’homparsa ! Strollad LA OBRA a ginnig d’ar re yaouank pemp devezh staj tro dro d’ar skasoù, awenet gant arzoù ar c’homparsa e Amerika Latina. Penaos aozañ un abadenn, sevel ur raktres pe treuzfurmiñ ul lec’h foran en ur implij ar skasoù ? Setu pezh a vo desket a-hed ar staj. Ar stummadur a vo e-pad vakansoù an diskar amzer, etre ar Yaou 20 hag al Lun 24 a viz Here, e Beuzeg ar C’hap.…



























