Ar Chuchumuchuer

E pleg ur straed ez eus un den iskis o baleata. Gant e neus divoaz, n’eo ket evel an dremenidi all. Mont a ra war-raok gant ur mekanik iskis, savet gant tuellennoù, kouevr, dornelloù ha horolajoù. En ur chuchuilhat ez a da staliañ e vekanik : pivotañ a ra anezhi, divisañ, reizhañ, advisañ anezhi, lakaat a ra azezennoù… Hag er fin e vez pedet ar publik d’en em staliañ. Ur wech reizhet an divskouarn er pavilhoñsoù e ya ar re chañsus d’ober ur veaj gant ar chuchumuchuer kevrinus.

Deiziadoù da zont

Mont e darempred :