Ar Maezioù - abadenn radio enrollet war eeun

Teatr Piba - Radio Kerne ha Dizale a ginnig
Enrolladenn war eeun deus ur faltazi a-vremañ evit ar radio, e brezhoneg.
"Ar Maezioù", diwar "The Country" gant Martin Crimp.

An Doktor Richard hag e vaouez Corinne o deus kuiteet Londrez, a-benn bevañ ur vuhez siouloc’h, war ar maez, e lec’h ma chomont bremañ. Distreiñ a ra Richard an nozvezh-mañ, gant ur vaouez dianav, « en deus kavet astennet en ur foz, war vord an hent », emezañ.
O kousket emañ hi.

Troet gant Michèle Beyer.
Dindan renerezh arzel Thomas Cloarec.
Lennet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir, Marion Gwen ha Tony Foricheur.
Sonerezh war eeun : Jérôme Kerihuel.
Trouzioù : Javier Marin Leyton.
Rener teknikel son : Jean-Marie Ollivier, teknik son sonerezh/trouzioù : Gwenolé Peaudecerf.
Son ha skigner radio war eeun : Gaël Hélary.
E-karg deus ar broduiñ : Samuel Julien-Dizale, Maiwenn Le Nedellec-Teatr Piba.
Kehentiñ : Lou Millour-Radio Kerne, Maiwenn Le Nedellec-Teatr Piba.

Gant sikour Rannvro Breizh/FALB 2015 - An Arthémuse e Brieg

Digor d’an holl adalek 14 bloaz.
Digoust gant ma vo miret ho plasoù en a-raok (80 arvester d’ar muiañ).

agenda archive piece

contacter troupe