27 a viz Gwengolo
Karget eus ar c’henurzhiañ hag ar produiñ
Festival ARVESTOMP !
Deiziad kemer ar post c’hoantaet : kerkent ha ma c’haller
Dibenn ar gevrat : fin miz Du
Kevrat : CDD pe CDDU, leun amzer
Gopradur : hervez kael ar goproù ar CCNEAC (strollad 5, skeul 1)
Lec’hioù labour : gwevn, tu zo da labourat e Brest, Douarnenez, Kastellin en ur gompagnunezh keveler pe e…
26 a viz Gwengolo
ARVESTOMP : Greomp ar gouel d’ar c’hoariva !
Palioù Arvestomp ? Lakaat war wel ar c’hoariva e brezhoneg evit : Dizoloiñ arvestoù liesseurt Diskouez al labour kaset gant ar c’hompagnunezhioù hag ar strolladoù c’hoariva, Lakaat anezho da vezañ anavezet hag adnevezet, Muioc’h a ditouroù a-benn nebeut !
Spi hon eus e vo Arvestomp un emgav bloaziek hag a droio e lec’hioù disheñvel bewech evit…
4 a viz Gwengolo
Ur staj aozet e kevelerez gant Ti ar C’hoariva, C’hoariva, Deus’ta ha Stumdi.
Daouzek eurvezh staj : d’ar Sadorn 24/10/2026 : 1e d’endervezh > 7e noz d’ar Sul 25/10/2026 : 10e mintin > 5e noz + Eztaoladenn al labour kaset gant ar stajidi d’ar Gwener 30/10/2026 da 4e g.m. e selaouva ar Gapusined. Priz : 80 € / 70 € (evit izili Ti ar C’hoariva) Ur staj gouestlet d’an dud en tu all da 16 vloaz.…
28 a viz Eost
C’hoant ho peus sevel raktresoù c’hoariva er skolioù-mamm, kentañ derez hag er skolajoù ?
Deuit davedomp evit mont e darempred gant emellerien c’hoariva a vicher.
Priz an eur a zo 60€, Rannvro Breizh a gemer e karg 25€, chom a ra d’ar skol da baeañ 35€ an eur d’ar gomedianez pe d’ar c’homedian.
26 a viz Eost
Chom a ra un nebeud plasoù evit ur raktres nevez gall-alaman-tunizian-aljerian “Mouezhioù a bep seurt“. Poent eo lakat da anv!
Ar sizhunvezh kentañ vo eus an 31 a viz Here d’ar 7 a viz Du e Tunizia. Un nebeud plasoù a chom c’hoazh!
Digor eo ar c’hamp evit tud yaouank eus Breizh etre 18 ha 25 bloaz – dreist-holl brezhoneger·ien·ezed (n’eus ket ezhomm da vezañ divyezhek!) ha/pe tud yaouank o…
3 a viz Gouere
Tudoù, emgav ’peus gant an Ankou !
Kenavo er Bed-all, "À bientôt dans l’Outre-Monde"
Beilhadeg 2.0 etre Masterclass, arz an teatr hag hini ar c’hontadennoù.
Un abadenn evit an holl adal 12 vloaz.
Padelezh : 1e15.
Skrivet ha kinniget gant : Laors Skavenneg.
Diwar : Mojenn an Ankou gant Anatole ar Braz.
Leurennet gant : Y-E Jourdan.
Produet gant : Mat ar Jeu.
Un tañva eus an arvest.
3 a viz Gouere
Ur veaj entanus e bed ar vorlaeron, evit ar re vihan hag ar re vras ! E 1756 eo savet Anna Bergot, un emzivadez yaouank, e bourzh ul lestr spontus gant ur vandennad morlaeron didruez. Ha setu-hi paket en un avantur gevrinus, etre aodoù gouez Kerlouan hag Enez-Eusa… Ur pezh-c’hoari farsus ha lañsus ; seurt istorioù a blij kalz d’ar vugale !
2 abadenn bep Merc’her etre miz Gouere hag Eost : da…
eil a viz Gouere
Pevar devezh staj c’hoariva e Plougerne evit ar vugale etre 6 ha 14 bloaz
D’ar 06 ha 07 ha d’an 9 ha 10 a viz Gouere.
Er Programm : Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…) E Brezhoneg diouzh ar mintin : 10e30-12e E galleg diouzh an endervezh : 2e-3e30
Lakaat e anv : 02 98 04 50 06
eil a viz Gouere
Kinnig Etienne Siberil war Radio Kreiz Breizh
"Setu neuze titl raktres kentañ ma c’hompagnunez an hevelep anv : "Ar Vroderez noz". An anv-se a denn d’un dudenn vojennel eus meur a vro European.
A-wechoù e vez graet diouti ur wiaderez, a-wechoù ur gwalc’herez, a-wechoù ur vroderez, met bep tro eo tudenn ur vaouez hag a zeu war wel en ur vodadenn pe ur c’horn-hent.
Ma komze Anne Siberil, ma…
1añ a viz Gouere
Anna-Soaz ha Loig a ambrougo ac’hanoc’h war ar c’hoari hag ar brezhoneg.
Ar stal c’hoariva a vo dalc’het bemdez etre 9e ha 5e.
Programm ar sizhunvezh : Pleustriñ war ar c’horf, ar selloù hag ar spas Labourat war ar fromoù hag ar vouez Labourat war un danvez arvest da ginnig e fin ar staj (ijinañ ha skrivañ)
Dalc’het e vo ar staj e Montroulez ar bloaz-mañ.
KEAV
6 a viz Ebrel
Adal an 20 a viz Ebrel betek ar 24 a viz Ebrel e vezo kinniget e sal bet ar Salamandre e Montroulez ur staj stummañ "Ren atalieroù ha raktresoù teatr" gant Bernard Grosjean.
Evit piv ? Evit ar skolaerezed hag ar skolaerien, ar c’helennerezed hag ar gelennerien, ar stummerien hag ar stummerezed, ar buhezourezed hag ar vuhezourien, ar c’homedianezed hag ar gomedianed kement hag evit an dud…
eil a viz Ebrel
Stajoù sirk e brezhoneg ’vo kinniget gant Sirk a Leon ha Balles à Fond e-pad vakañsoù Pask !
An holl ditouroù : D’an 13 hag ar 14 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar re 6-12 vloaz er C’harrez Hud e Lannuon. D’ar 16 ha d’ar 17 a viz Ebrel, e Ti ar sirk Balles à Fond e Kemper (aozet gant Ti ar Vro Kemper). D’ar 24 a viz Ebrel e vo kinniget ur staj evit ar vugale adalek 6 vloaz er Sal…
eil a viz Ebrel
Evit an dud yaouank hag o defe c’hoant tañva pe mont pelloc’h gant arz ar c’hoariva, Ar Vro Bagan a ginnig ur staj evit vakañsoù an nevezamzer.
Staj c’hoariva gouestlet d’ar vugale :
13 - 16 a viz Ebrel
Evit ar vugale ha krennarded etre 6 ha 14 vloaz
E brezhoneg : 10e30 -> 12e
Lakaat e anv
Pellgomz : 02 98 04 50 06
Programm :
Labourat war ar c’horf, ar vouez, en…
eil a viz Ebrel
O treiñ krampouezh en em c’houlenn Jean Philippe Davodeau : perak n’eo ket bet treuzkaset dezhañ ar brezhoneg a gomze e dud-kozh ? Penaos e c’haller chom hep treuzkas e yezh-vamm ?
Gant ar grouidigezh nevez-se e ro ar gompagnunezh Goémon Goéland lañs d’ur preder war dem an nann-treuzkas ar yezhoù ha war ar poanioù a zegas. Leurenniñ : Jean Philippe Davodeau Gant : Jean Pierre Quéré, Bob Simon…
eil a viz Ebrel
Tro ho po e-pad an devezh staj-mañ da zizoleiñ bed ar sirk hag al luskad dre vras !
Ul lodenn deknikel a vo diouzh ar mintin war diazezoù an dilerc’hiadennoù war al leur hag ar c’hempouez war ar pevar harp.
Ul lodenn dañs/luskad a vo goude kreisteiz gant poelladennoù prim aozañ ha krouiñ diwar al luskad !
Galaad Sanson a zo un arzour hag a zo o teskiñ brezhoneg er mare-mañ.
E Plougerne,…