Biskoaz kemend-all adarre !

Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn : Bouzar pe Vud, Kresket ar Bae, Goro ar saout. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement !

Evit gouzout hiroc’h...

  • BOUZAR PE VUT
    Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per, e gamalad, a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut.
  • KRESKIÑ AR BAE
    Paeet dister eo Yann en e stal. Bountet gant Maria, e vaouez, e kred mont da c’houlenn kreskiñ e bae digant rener ar stal.
  • GORO AR SAOUT
    Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan a zo o telc’her un tiegezh, war zaou hanter, un tiegezh dister a c’hiz kozh. Erru Jakez eus bodadeg ar Sica. Emañ o vont da greskiñ ar stal gant arc’hant an ti-bank.

contacter troupe