Dec’h a oa bet ur gwalzarvout

"Dec’h ‘oa bet ur gwallzarvoud", un arvest, fentus ha kriz er memes koulz. Ret eo sklaeraat an afer : piv eo pennkaoz d’ar gwall dra-se ? Tud er publik ?
C’hwec’h strollad c’hoariva a-vicher - Ar Vro Bagan, Ar Vroderez Noz, Goémon Goéland, La Obra, Safar, Teatr Piba ha Kengevredigezh C’hoariva - ‘zo en em vodet evit ambroug aktourien amatour en un avantur teatr hag a vefe melezour Breizh a-vremañ. Un darvoud a-stroll, etre arvesterien ha 30 komedian.ez.ed amatrourien, evit lakaat ar brezhoneg da zasoniñ en hor buhezioù. Strollad Kantren a c’hoario er straedoù, er plasennoù hag el liorzhoù foran.

Ur raktres harpet gant AR REDEDEG 2026
Liamm Facebook