Dizoloit ar c’hoariva e brezhoneg… dre ar c’horf ! Un devezh staj evit ober anaoudegezh gant an dañs, arz ar furlukin, hag ar slam.
Ar staj a zo digor d’an holl, hep rak rekis c’hoariva. Ar c’hresk a vo graet tamm-ha-tamm en urn doare dudius evit dieubiñ e vezañs war al leurenn, en em lec’hiañ er spas ha labourat war an eskemmoù etre ar gomedianed.
War roll an devezh : poeladennoù war ar c’horf, eskemmoù etre ar stajidi war al labour kaset, bezañ emskiant eus lusk hollek ar strollad, lakaat an ijin da vont.
Un devezh arzel e brezhoneg penn-da-benn.
Devez ar staj : Sul 15 a viz Du
Eurioù : 10e - 5e g.m.
Lec’h : Teatr an Adec - Ti ar c’hoariva amatour / 5 straed Papu e Roazhon
Priz : 40/30 €*
+ an emezeladur 18 € (emezeladur simpl) / 28 € (emezeladur + mont e-barzh mediaoueg an ADEC)
*Priz digresket evit ar studierien, ar glaskerien labour, kartenn "Sortir" (prouenn goulennet)
Ur staj aozet e kevelerezh gant l’ADEC35-Maison du Théâtre, C’hoariva, Yaouank et Skeudenn Bro-Roazhon.















