FRANKIZ - Les Bretons dans les guerres (1830-1962)

Ur pezh-c’hoari skrivet e brezhoneg hag e galleg gant Goulc’han Kervella,
Gant sikour :
Angèle Jacq (« Le voyage de Jabel » - « Frankiz-Liberté-Fahafana »),
Raharimanana (Madagascar,1947), Paul Meriau (Mizab), Xavier grall (Africa Blues), Gustave Jourdren, Albert Abgrall, Désiré Camus, Yves Le Vourc’h, Claude Henaff, Yann-Vadezour Lagadec, Claude Guiavarc’h, Naïg Rozmor, Aimée Cesaire, Hervé Peaudecerf ha kalz testou hag istorourien all.
E 1959, ur Breizhad yaouank o tispartiañ diouzh e vuiañ karet hag e vamm evit mont d’an Aljeri d’ober « brezel » (lakaat an urzh vat da ren).
Erru merc’hed all, en ur vandenn, da gemer perzh e glac’har an div vaouez. Margodennoù zo ganto, pephini anezho o vezañ ur soudard breizhat eus ur brezel bennak.
Emaint o vont da gontañ planedenn pephini anezho.

Brezel 1870 (Kamp Conlie), Brezel 14 (Ar soudard Laurent fuzuliet), Emsav Madagascar (1947), Brezel Indez-Sina (1945-1954), Brezel Aljeria (1954-1962)

Peseurt buhez o deus bet ar soudarded vreizhat ?
Peseurt daremprejoù o deus bet gant ar pobloù all ?
Peseurt soñj diwar-benn ar brezelioù-se ?
Peseurt soñj e-keñver Breizh ?

Komz a reer kalz eus pobloù trevadennet gant Bro-C’hall, eus gwirioù an dud hag ar pobloù, eus ar peoc’h hag an doujañs.

agenda archive piece

contacter troupe