Dibaoe ar bloavezhioù 50 eo bet cheñchet ar mod da c’hounit an douar e Breizh. Awenet eo hor gizioù nevez gant modoù produin an amerikaned. Dalc’het e oamp gant redioù ekonomikel goude an eil brezel bed, kea. Ar gouarnamant gall en doa rediet peizanted Breizh da ziskaran ar c’hleuzioù evit brasaat an douaroù ha gellet produin muioc’h ha buanoc’h. An disoc’h ekologel a zo anat hiziv an deiz : ur mantr. Ha ne vez ket komzet a-walc’h deus an dismantr sevenadurel, frommel, deus an toull bet savet gant se, etre an dud.


















