Nena ha Polo foeterlukined

Un abadenn evit ar vugale

Nena ha Polo zo daou furlukin, hag int mignoned vras, leun a startijenn ganto, hag a vez o vevañ asambles. Pezh a blij dezho ? Ar sirk ! Pleustriñ a reont bemdez evit c’hoari o abadenn dirak an dud. Met un deiz : tri mil boulc’hurun ! Ne gavont ket mui o zrede bolotennig jañgliñ ! Hep bolotennig, abadenn ebet ! Ata…met roudoù iskis zo war al leur. Marteze a-walc’h ne oa ket bet kollet ar volotennig diganto met laeret ! Ha setu an daou furlukin-mañ o foetañ bed evit adkavout al laer. Ur bed iskis a-walc’h ma ‘z eus unan : ur vro lec’h ma riboul an dud betek re, hag un all trubuilhet gant ar brezel. Penaos chom kalonek ha mont betek penn an avañtur ? Hep ho sikour, ne deuint ket a-benn da vont betek Liorzh Anden, lec’h ma vo diskoulmet ar sapre istor-mañ…

Krouet eo bet an abadenn-mañ a-fetepañs evit ar vugale, gant Tifenn Linéatte hag Erwan Hemeury, daou ezel eus strollad La Obra. C’hoant o doa da ziskouez dezho e c’heller implijout ar brezhoneg evit farsal pe bezañ fromet, ha diskouez dezho ivez e ra an dud deuet ganti, evit kaozeal deus a-bep seurt traoù. E-pad 35 munutenn e vez dipleget dezho darvoudoù ar bed a-vremañ, gant fent ha kizidigezh war un dro. Kanet ‘vez gant ar vugale, ha kinniget ‘vez dezho un abadennig troioù-ouesk. A-drugarez d’ur c’hiñkladur-leurenn aes da vont war an hent gantañ, an aktourien a c’hell dont betek ho skol, ho ti-kêr, ho ti-feurm ha me ‘oar, evit hen diskouez deoc’h !

Reportaj France 3 Iroise eus miz Even 2015

agenda archive piece

contacter troupe