O gopr o deus bet
- Padelezh : 60 piece m
- Niver a dudennoù : 8
- Paotred : 4
- Merc’hed : 1
- Bugale : 3
- 12 akt.
Tudennoù :
- Rener ar strollad « Nerzh ha Koroll »
Diverrañ :
Buhez ur brogarour o klask labour e bro Euskadi. Start e vo an traoù dezhañ.
1953. E bro Euskadi.
Berr an arc’hant e familh Yann ha Tereza, ha klañv ar bugel. Ret eo d’an tad kavout ur micher. Ne vo ket aes dezhañ dre m’eo bet barnet war-lerc’h ar brezel, ha dre m’en doa stourmet a-enep ar gouarnamant gant strolladoù an tu kleiz.
Dre ur mignon dezhañ e vo klasket kaout labour : mont a ra da welet ar rener hag a ginnig dezhañ labour a-benn un nebeud miziadoù met ret eo da Yann kaout arc’hant diouzhtu. Dont a ra d’ar gêr en-dro.
Dont a ra Jakez, da ginnig ur labour all da Yann, gant ar strollad « nerzh ha koroll ». Mont a ra ar paotr d’an emgav gant ar rener.
Yann a zo dipitet gant ar pezh a ginnig ar rener dezhañ : kollet gant ar strollad an nerzh evit difenn e vro, d’e soñj.
Benn ar fin ne gavo labour ebet, nag en un tu, nag en tu all, hag e varvo ar bugel klañv.Kinkladur :
Arvest 1 ha 4... betek ar fin
Sal vras un ti. Ur fornigell. Astelloù-levrioù, un daol skrivañ, kelaouennoù, paperioù a bep seurt.
Un taok, kadorioù ha peadra da zebriñ.
Arvest 2. Ur burev. Un daol skrivañ, armelioù metal.
Arvest 3. Burev rener ar labouradeg. Un daol skrivañ hir
Arvest 10. Burev rener ar vreuriezh. Un daol skrivañ, levrioù, paperioù. Kartenn ha banniel Euskadi.Gwiskamentoù :
Dilhad paour gant ar familh.
Dilhad mezher du gant rener ar labouradeg.Titouroù ouzhpenn :
Ar babig ur bloaz hanter : ur poupinell bennak, o krial.
Skrivet d’an 13 a viz Mae 1959.Ti-Embann :
- piece edition : Brud Nevez. no 30. piece annee : 1959.














