Pezhioù berr Tangi Malmanche

Gweg an toer ha Marvailh an ene naonek

Ar Vro Bagan a ginnig un abadenn tro dro d’ar c’hoariva Tangi Malmanche (unan eus gwellañ skrivagnerien vrezhonek e-keñver c’hoariva). Daou bezh a vo c’hoariet (Gwreg an toer ha Marvailh an ene naonek) hag ur pennad a vo kontet diwar-benn istor ar c’hoariva brezhonek (rakger da Buhez Salaun skrivet gant Malmanche).

Gwreg an Toer
En ur barrez vihan, eus Goueled Leon, e c’hoarvez an traoù. Elen, ur vaouez war-dro 40 vloaz, zo dimezet gant Tomaz, un toer a hanter-kant vloaz anezhañ. Ne gar ket kalz he gwaz. Un dous he deus, yaouankoc’h egeti, Gwilhom, eilmestr anezhañ er verdeadurezh vrezel (Royale). C’hoant he deus terriñ he chadenn ha mont kuit eus ar gêr asambles gantañ.

An tudennoù :
Tomaz (Bob Simon)
Elen (Nikol ar Vourc’h)
Gwilhom (Yann-Edern Jourdan)
Katou, ar vatezh (Mari Peaudecerf)
Un amezog (Goulc’han Kervella)

Marvailh an ene naonek
Nozvezh Gouel an Anaon, da gala-goañv, en ur barrez vihan a Vro-Leon. Bez emañ ar vamm, intanvez anezhi, o c’hortoz he mab da zont en-dro d’ar gêr. Mezvier ha ribouler eo ar paotr yaouank. Aozet he deus ar vamm e goan da anaon he fried hag a zle, evel bep bloaz, dont da c’houlenn boued da zebriñ. Ar mab dizouj-kaer a zebro ar boued-se araok bezañ sammet gant an Ankou. Bloaz war-lerc’h d’ar memes poent…

An tudennoù :
Ar vamm (Mari Peaudecerf)
Ar mab (Yann-Edern Jourdan)
An Ankou (Bob Simon)
An anaon (Nikol ar Vourc’h, Goulc’han Kervella)

agenda archive piece

contacter troupe