Pezhioù-c’hoari farsus e Ploveilh

Ar strollad pezhioù c’hoari, Ar Vro Bagan, eus Plougerne, a zo pedet gant ar c’hevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Ploveilh, da ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg penn da benn, « Pezhioù-c’hoari farsus » he anv, a-benn ar Sul 4 a viz Kerzu da 4e30, e sal Kerne e Ploveilh. Tri fezh c’hoari berr, komedioù e Brezhoneg anezho, a yelo d’ober an abadenn-se.

  • « Bouzar pe Vud », danevellet ennañ istor Yann, dimezet gant Maria, hep dezhañ goût e oa mut honnezh. Chomlec’h an Doktor Teodok, medisin korzailhenn, en deus bet gant e gamarad Per.
  • « Kresket ar bae ? » a zo kaoz ennañ eus Yann, hennezh, petra bennak ma vez traoù en e garg, a zo paeet fall en e embregerezh. Bountet gant e wreg e ra e soñj da vont da c’houll ur c’hresk.
  • « Goro ar saout» a vo anv ennañ eus buhez Jakez Kroc’hen ha Gwilhoù e GAEC o daou, o tiwall ur plasig truezus. Jakez, dizro eus Emvod Meur ar Sica, a zo e-leizh a soñjoù ennañ, evit ober ur mell tiegezh Mil Buoc’h eus o stalig, a-drugarez da voneiz an ti-bank.

C’hoarzhadeg hag imor vat a vo danvez an abardaevezh-se !

C’hoariet e vo ar pezhioù-se gant ar gomedianed Goulc’han Kervella, Nicole Le Vourc’h, Typhaine Corre ha Maxime L’Hostis. Etre pep hini anezho e vo ehanoù-diduañ kaset gant Yann Bijer, skrivagner ha konter eus ar Vro Vigoudenn.

E-tro 1e30 e pado an abadenn
Paeet e vo war al lec’h, n’eo ket dav mirout e blas
Da 4e e vo digoret an norioù
Lec’h: Sal Kerne, Hent Keramer 29700 Ploveilh

Titouroù | Darempred : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

agenda archive piece

contacter troupe