D’an dastumadoù kentañ er skolioù hag en AHDOD e miz Ebrel 2024 betek e annez diwezhañ evit krouiñ war leurenn, etre an 12 ha 16 a viz Mae 2025 er Chapel Derezo e Brest, Sinet MARIELLE a teu da vezañ ur gwir arvest !
Ur faktourez, Marielle, a ra tro skolioù Breizh war e varc’h-houarn o klask degemerer ul lizher kollet. Erruout a ra gant he marc’h-houarn hag he holl ostilhoù «faktourez war varc’h-houarn» e porzh ar skol ha goude-se adkavout a ra ar skolidi en ur sal.
Goulenn a raio skoazell digant ar skolidi evit hec’h enklask, ha profitañ a raio ivez evit ober un ehan ha komz diwar-benn he labour. Marielle a ra poltred ar re gozh a gej ganto bemdez e-pad he zroiad, hag ivez hini he zad-kozh Ifig. Ifig he deus treuzkaset dezhi pasion ar marc’h-houarn.
Dec’h en doa lavaret dezhi e felle dezhañ paouez gant ar marc’h-houarn rak re gozh eo ! Met petra a dalvez bezañ kozh ?
Skipailh arzel :
- C’hoari : Mona Caroff
- Skritur ha leurenniñ : Mai Lincoln
- Leurennaozañ : Lola Le Berre
- Krouidigezh sonerezh : Quentin Morvan
- Krouidigezh son : Gwenole Peaudecerf
- Produiñ : Marie Guetière
- Kehentiñ ha skignañ : Katell Le Joncour
Titouroù :
Evit an arvest e vo ur stignad teknikel skañvaet evit gallout ober mont ha dont «dous» gant ur marc’h-houarn ha trenioù.
- Skipailh o treiñ : ur gomedianez hag un teknikour.ez.
- Padelezh an arvest : 45 mun
- Lec’hioù c’hoari : sal klas pe ur sal en diabarzh (hag a c’hell degemer ur marc’h-houarn)
- Jaoj : 50-60 skoliad pe daou strollad klas
- Liveoù skol : CP-CM2 / 7-12 vloaz






















