Stajoù Teatr Piba gant Keloù
Mat da c’houzout
-
DeiziadAdalek 28 a viz Ebrel da 14h00 betek 30 a viz Ebrel 2014 da 18h00
-
descStaj e brezhoneg aozet gant Teatr Piba ha kinniget gant Aziliz Bourgès
Staj evit ar grennarded (11 - 16 vloaz)
Echuit gant ho frazennoù ! Pe krogit ganto d’an nebeutañ.
Lavarout ar gerioù, moustrañ warno da c’hallout ezteurel anezho fraezhoc’h goude…
Labouret vo diwar un abeg, un destenn (Finissez vos phrases, gant Jean Tardieu), a-benn lakaat ar c’horf da ezteurel e gomzoù e meur a vod… ha da voustrañ warno ivez !
C’hoari eo klask amprouiñ traoù, e unan hag asambles gant ar re all, c’hoari eo kinnig traoù gant e gorf, c’hoari eo tostaat dousik ouzh ar gerioù ha doñvaat anezho : heñvel eo ar c’hoari ouzh ur frazenn a zo o paouez kregiñ e beg unan ha ne oar ket, dre ret, penaos e echuo.
C’hoariomp neuze !
Eurioù : 2e - 6e gk
Priz : 50,00 € + 15,00 € emezelañ
Titouroù hag enskrivadurioù :
teatr piba 53 hent dall an Odet 29000 KEMPER
teatr.piba@gmail.com • 06.38.68.01.84 www.teatrpiba.com -
Staj ?on
-
SalTi Ar Vro Kemper
-
Chomlec’hPlasenn Familh Gabaï
-
Kêr29000 Kemper
-
Lec’hen internet
-
Evit gouzout hiroc’h