1añ a viz Meurzh 2016
Stajoù c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg adalek an 4 a viz Ebrel betek an 7 a viz Ebrel, hag e galleg adalek an 11 a viz Ebrel betek ar 14 a viz Ebrel. Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto... C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù…
7 a viz Du 2015
Kinniget e vo tri fezh-ch’oari evit enoriñ Naig Rosmor : Ar c’hlasker-bara
Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian. O vont d’ar c’hoariva
Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all…Ar Psikolog
Petra a vez graet pa emaomp paket gant ar c’hoant dimeziñ ?…
21 a viz Eost 2015
"Meneham, 300 ans d’histoire" – Arvest war vale
Un eurvezh evit kontañ prantadoù pouezus eus buhez Menaham eus fin ar 17vet kantved betek hiziv an deiz. 6 taolenn a vo ch’oariet e galleg gant tud a vicher ha tud a youl vat eus strollad Ar Vro bagan. Arvest war vale evit an holl. Bep Gwener noz etre an 3/07 hag ar 4/09/2015 (nemet d’ar 14/08). Daou mare loc’hañ : 5e30 ha 6e noz e Ti lec’hiad…
4 a viz Mae 2015
Un nozvezh diwar-benn buhez hag oberennoù Tangi Malmanche.
eil a viz Mae 2015
Tri fezh-c’hoari farsus evit un abadenn gant ehanoù c’hoari kanet. Ur c’hlasker-bara en arbel
Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas mat e ti daou vondian. O vont da welet ur pezh-c’hoari
Pebezh abadenn evit mont da sellet ouzh Ar Vro Bagan er C’hwartz mar plij. Peseurt dilhad lakaat hag all… Jakez Kroc’hen o farda Kig ha Fars
Pedet eo ur…
1añ a viz Mae 2015
Gwelet e vezo perak e oa bet disklêriet ar brezel e 1914, penaos e oa eat ar soudarded hag ar vartoloded d’ober o dever evit difenn ar vro, penaos o doa ranket ar merc’hed, ar re goz, ar vugale ober al labourioù er gêr en o leac’h. Na pebez tristidigez ! Gwelet e ve-zo ive penaos e voe savet unaniez etre ar pobloù da-c’houde ar brezel 40 ha krouet Europa ar peoc’h hag ar garantez. Gant ma pado !…
eil a viz Genver 2014
Tregont vloaz zo eo dimezet Ivona Pennek gant Sezni Lagadeg. Pedet o deus mignoned da goaniañ ganto. Bremañ emaint o vont da zañsal hag evañ chopinadoù da geñver ar fest-noz. Dont a ra da soñj dezho penaos o doa graet anaoudegezh, penaos oant bet eureujet, peseurt buhez o deus bevet asambles.
Gwelet vez pennadoù eus pezhioù-c’hoari, klevet kanaouennoù hag istorioù farsus.
C’hoariet gant un…
22 a viz Gouere 2011
Penaos e voe savet Breizh, setu pezh-c’hoari Tan ha Kurun nevez Ar Vro Bagan. Teir lodenn az aio d’ober an abadenn-se :
Arvorig ar Gelted o tont da vezañ Arvorig ar Romaned.
Arvorig ar Romaned o tont da vezañ Breizh, da heul ar Vretoned divroet eus o enez betek Bro Arvorig.
Breizh dindan beli ar Franked o tont da vezañ Rouantelez Breizh dieub, da heul emgannoù Nominoe hag e vab…
8 a viz Gouere 2011
Istor penniliz ar Folgoad e seizh taolenn. An abadenn leurennaozañ-mañ zo leurennet gant Goulc’han Kervella. Bodañ a ra 100 komedian ha tud a youl vat, 50 kaner ha dañser.
5 a viz Gouere 2011
Glenmor , Disuj
Un abadenn c’hoariva, kan ha sonerezh. C’hoarierien, sonerien ha kanerien o kontañ buhez hag oberennoù Milig ar skañv-Glenmor. War ar skramm-sinema e weler poltriji ha pennadoù filmoù. Piv oa Glenmor ? Penaos eo deut da vezañ un emsaver breizhat ? Ar bloavezhioù kentañ « o fritañ laou » asambles gant al livour Alan an Nost. Penaos en doa graet anaoudegezh gant Xavier Grall e Lokireg.…
19 a viz Ebrel 2011
Mirdi Breizh a zegemero en dro Goulc’han Kervella ur bloaz goude an arvest Divroa. Ar c’homedian ha leurenner a ren Strollad Ar Vro Bagan. Abaoe 1974 e labour ar strollad war an teatr amatour brezhonek. Un taol kaer eo gant 40 arvest krouet. Goulc’han Kervella a lako ac’hanomp da zizoloiñ an teatr e brezhoneg abaoe e c’hanedigezh…
30 a viz Kerzu 2009
Ar yarig wenn
Penaos poazhañ ur yar ? Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan n’int ket kustum da aozañ boued. Patra reoc’h, pa ne vez ket ar merc’hed er gêr !
Ar mevel laer
Nag a c’hwez vat a zo gant ar frouezh ! Entremar eo ar mevel da zrebiñ anezho e-lec’h sentiñ d’e vestr.
Ar c’hlasker-bara en arbel
Pelec’h klask lojeiz er goañv pa vez yen-sklas an amzer. Ar c’hlasker-bara-mañ en deus kavet ur plas…
28 a viz Kerzu 2009
E-pad pell amzer ez eus bet aet kalz a Vretoned kuit eus o bro war lerc’h o bara, evit kaout ur vuhez welloc’h evito hag o bugale.
E lodenn gentañ ar pezh-c’hoari e weler an divroadegoù renket etrezek mengleuzioù Trelaze e-kichen Angers, Bro Arc’hantina, Kanada, Kreisteiz Bro-C’hall, Pariz ha war dro… Etre dibenn an XIX vet kantved ha kreiz an XX vet. N’o deus ket bet kavet bep tro an eürusted edont…