19 a viz Genver
Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Anna Morvan eus Strollad Ar Vro Bagan, eus ar Merc’her 22 a viz C’hwevrer d’ar Gwener 24 a viz C’hwevrer, e Ti ar Vro Kemper (10e-12e ha 1e30-4e30).
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep…
7 a viz Genver
kompagnunezh Safar
amañ ha bremañ
Safar ’zo bet fardet e-giz ur spas krouiñ evit an arvestoù war al leurenn, met ivez evit abadennoù in situ, lennadennoù, sonadegoù ha darvoudoù lennegel liammet gant spered ar gompagnunezh.
C’hoant bras ’oa ennomp ijinañ ur strollad arzel evit en em gavout, diskutiñ, furchal, ha kement-se en deus broudet ac’hanomp da sevel Safar. Setu ganet Safar, ul lec’h evit…
5 a viz Kerzu 2022
Emañ ar Bleiz o kantren e Breizh. Spontet eo Yann Gouer ha krenañ a ra ar vourc’hizien. E-lec’h ma tremen ar Bleiz, ne chom netra, na tud bev, na savadurioù war-sav, nag arc’hant nag aour...
Ar Bleiz hag a zo o kantren er vro ne ’z a ket war pevar fav met war varc’h... N’en deus ket dent hir met ur c’hleze lemm...
N’eo ket gwisket gant blev du met "Fontanella a barrez Prat / Bravañ mab a wisk dilhad"…
3 a viz Kerzu 2022
Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet krouet gant Rannvro Breizh ha fiziet ar merañ en C’hoariva evit diorren ar raktresoù c’hoariva er skol ambrouget gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur a zo kemeret e karg gant ar Rannvro.
Harp Rannvro Breizh :
Priz an eurvezh a vez 60€ evit an holl dud a vicher.
Rannvro Breizh a gemer e karg 25€ dre eurvezh. Da lâret eo priz an eurvezh evit ar skol a zo…
16 a viz Du 2022
Awenet e oa bet an 10 komedian Strollad Forst Fouen gant pezh-c’hoari Maria Prat, skrivagnerez eus Bro Dreger hag he deus skrivet meur a bezh-c’hoari. Evit an dro ar strollad en deus adskrivet ar pezh evit e lakaat e mod Su Penn-ar-Bed.
10 komedian war al leurenn evit un abadenn war-dro 1e30.
5 a viz Du 2022
Peder c’hevredigezh o deus bodet o energiezh evit kinnig un darvoud c’hoariva e Roazhon : An ADEC, Skol an emsav, Skeudenn Bro-Roazhon/Festival Yaouank ha C’hoariva.
Emgav evit an holl darvoudoù en ADEC-Ti ar c’hoariva amatour. D’ar Gwener 04/11 da 8e30 noz : Pezh-c’hoari Hi ’ni eo Moliere gant Nolwenn Korbell. Staj d’ar Sadorn 05/11 etre 10e30 ha 4e30 g.m.
10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll gant…
13 a viz Here 2022
Daou Atalier c’hoariva war hent ar furlukin kinniget gant strollad
La Obra evit bugale etre 7 ha 11 vloaz, ha krennarded etre 12 ha 16
vloaz. Kaset e vo an atalieroù-se gant Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme,
an div gomedianez eus an abadenn Ar roueed lastez. Un digarez da
gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhuioù da froñval
ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha c’hoarzhin sur eo…
13 a viz Here 2022
Ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar grennarded e Ti ar Vro Gwengamp.
Pemp endervezh staj e sizhunvezh kentañ vakañsoù an diskar-amzer.
Danvez ar staj a vo pleustriñ war ar c’hoariva korfel gant ar pal kinnig ur stumm c’hoariva bihan, awenet gant oberennoù Anjela Duval ha Youenn Gwernig, evit fin ar sizhunvezh staj.
Ar staj a vo dalc’het etre al Lun 24/10 betek ar Gwener 28/10.
Eurvezhioù ar staj :…
7 a viz Here 2022
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel raktresoù c’hoariva…
4 a viz Here 2022
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !
Evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00
Dedenn oc’h ?
Pellgomzit da Ar Vro Bagan : 02 98 04 50 06 pe…
3 a viz Here 2022
Un eil tennad, un astenn da zevezh 2021. Atav evit en em soñjal hag embregiñ kevret àr an arz kontiñ, àr an doareoù, an hentoù gwellañ da dreuzkas, hiriv hag e brezhoneg, teñzor ar c’hontadennoù hengounel. Labour get tri animatour.ez e tri atalier pep unan gouestlet d’un tu resis ag ar pal lakaet. Klozet e vo an devezh get un abadennig kontiñ kaset get ar berzhidi.
Addizoloiñ marvailhoù, sorbiennoù bet…
1añ a viz Here 2022
Enskrivadurioù gant Skol an Emsav.
Programm : 10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll gant Maël Diraison. Maël a ginnig deoc’h studial diazezoù ar c’hoari gant ar pezh-c’hoari "2e14", skrivet gant David Paquet. 12e30 - 1e00 : Pred a-stroll (evit ar re o do c’hoant) 2e00 - 4e30 :
An-unan war al leurenn adal skiant-prenet Nolwenn Korbell gant he fezh-c’hoari "Hi ’ni eo Moliere". Setu ar pezh a ginnig deoc’h…
29 a viz Gwengolo 2022
Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar re yaouank etre 6 ha 12 vloaz hag a vo kaset gant Typhaine Corre (Strollad Ar Vro Bagan).
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh,…