Bep miz Even a-baoe 2008 e vez aozet gant C’hoariva un devezh gouestlet d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skol. Tro o deus da ziskouez war ul leurenn o labour c’hoariva ar bloavezh d’o c’hamaladed all. Bep bloaz e vez bodet etre 120 ha 150 skoliad eus an holl hentennoù. Digor eo an devezh-se d’an holl (ha digoust).
6 skolaj o doa kemeret perzh ar bloaz-mañ evit un abadenn eus ar c’hentañ. Santet hon eus ur gwir labour c’hoariva kaset da benn gant ar skolajidi, o c’helennerien hag o buhezourien. Kinniget eo bet 10 pezh-c’hoari gant istorioù, doareoù c’hoari ha leurenniñ liesseurt. Plijadur ’z eus bet kement gant ar c’hoarierien hag an arvestourien.
Ar berzhidi :
- Skolaj Sant Jozef - Plabenneg - Anne Tredunit Ha JM Brault
- 6vet - 10 skoliad - E Breizh ne ra glav nemet war an douristed - skrivet gant J.M. Brault hag ar skolajidi
- 5vet - 9 skoliad - Emañ ar geot er bradenn - skrivet gant J.M. Brault hag ar skolajidi
- Skolaj Diwan - Gwiseni - Jakez Ar Borgn
- 3de - 14 skoliad - Western - Kempennet gant Jax
- 3de - 14 skoliad - Amzer diroll - Kempennet gant Jax
- Skolaj Brizeux - Kemper - Lenaig Monnier
- 4re - 12 skoliad - Mirdi - skrivet gant J.M. Ribes
- Skolaj Diwan - Ar Releg - Erwan Cloarec
- 4re - 10 skoliad - Tammoù eus Mistero Buffo - skrivet gant Dario Fo
- 3de - 12 skoliad - Tammoù eus Mirdi - skrivet gant J.M. Ribes
- Skolaj Sant-Fransez - Lesneven - Serj Ar Rouz
- 6vet - 10 skoliad – Priñs Tanguy
- 6vet - 9 skoliad – Labourioù Héraclès
- Skolaj Ar Gofig – Lannuon – Alan Tudoret
- 6vet – skoliad – 3 mab o retorn eus ar skol – diwar ur gontadenn