26 a viz Du 2024
Gant ar pal brudañ ar c’helenn brezhoneg e aozo Departamant Penn-ar-Bed un devezh evit dizoloiñ pleustroù e brezhoneg (kwiz radio, advouezhiañ filmoù, dañsoù, foto, gouren, hulahoop, keginañ, lennegezh, c’hoarioù taol, c’hoariva…).
Tro o do skolidi Bro Landerne da gejañ gant arzourien (evit skolidi adal ar CM1 betek ar re 5vet klas).
Evit ar c’hoariva e c’hellint dizoloiñ ha pleustriñ gant…
11 a viz Here 2021
Ur staj a vo kinniget e brezhoneg gant Etienne Siberil diwar-benn Ar Maskl Difrom, d’ar sadorn 23 ha d’ar sul 24 a viz Here 2021 e Ti Ar Vro Bagan, 95 Hellez Tosta e Plougerne.
Staj evit dizoloiñ Ar Maskl Difrom
Un ostilh pedagogel eo ar maskl difrom. Sikour a ra da labourat war ar c’horf hag en em lec’hiañ.
Kroget e vo gant poelladennoù evit tommañ ar c’horf hag en em lec’hiañ, labouret e…
1añ a viz Mae 2018
Skolajidi Sant-Anton Lanniliz a c’hoario 3 fezh-c’hoari war leurenn an Armorika. Skolidi divyezhek ar skolaj int bet sikouret gant strollad Ar Vro Bagan.
Programm an nozvezh : "Lou ar suner-gwad" "Medisin en desped dezhañ" "Un den eurus a ya diarc’hen"
Ha kanaouennoù gant kanerien eus ar vro.