Birvilh a zo war blanedenn ar c’hoariva e brezhoneg. An hañvez a zo o kregiñ ha kavout a rit kinnigoù c’hoariva dudius evit ar vakañsoù el lizher kelaouiñ-mañ (kinnigoù e brezhoneg pe divyezhek) hag a vo an hini nemetañ eus an hañvez.
Abaoe un nebeud mizioù emañ ar strolladoù eus rouedad C’hoariva o prientiñ un darvoud teatr evit an diskar-amzer. Badezet e oa bet ARVESTOMP !
Skrivit an deiziadoù en ho teiziataer : etre an 19 hag an 21 a viz Du e Bro Lesneven. Tri devezh evit gwelout abadennoù c’hoariva a bep seurt evit ar re vihan hag ar re vras ! Spi hon eus e c’hello ar festival-mañ treiñ bep bloaz en ul lec’h disheñvel e Breizh. Muioc’h a ditouroù a vo roet el lizher kelaouiñ miz Gwengolo.
Ma welloc’h tremen en ho pro arvest an "Deraillo sprint", ne chomit ket da dortal, kit d’ho kwelout. Plijadur ha c’hoarzh a vo. Ha m’ho peus c’hoant eskemm e brezhoneg e c’helloc’h mont da doullañ kaoz gant Erwan, laouenn e vo da eskemm ganeoc’h.
Kinnigoù all a vo kavet evit an hañvez el lizher-kelaouiñ-mañ hag a vo an hini nemetañ a-raok an distro skol. Emgav e penn kentañ miz Gwengolo.
Hetiñ a reomp un hañvezh kaer d’hon holl lennerezed ha lennerien.
Il y a de l’ébullition dans l’air sur la planète théâtre en breton. L’été démarre et vous trouverez dans cette infolettre (la seule de l’été) quelques idées de divertissements.
Depuis quelques mois, les compagnies du réseau C’hoariva concoctent un événement théâtral pour l’automne, ARVESTOMP. Vous pouvez inscrire dès aujourd’hui les dates dans vos agendas : entre le 19 et le 21 novembre dans le pays de Lesneven. Trois jours pour voir des spectacles variés, pour les petits et pour les grands ! Nous vous donnerons plus d’informations dans la lettre d’info de septembre.
Mais avant cela, vous pourrez profiter durant l’été des spectacles, en breton ou en bilingue.
Si vous voyez passer le "Déraillo sprint" dans votre contrée, n’hésitez pas, allez les voir, il y aura du goût ! Vous pourrez même aller fléper en breton avec Erwan, il sera content d’échanger avec vous.
Vous trouverez d’autres idées estivales dans cette lettre d’information qui sera la seule de l’été. Rendez-vous début septembre. Bel été à toutes et tous.