Ar benseerien - Abadenn war-vale

Savet eo an abadenn-mañ diwar pezh-c’hoari T. Malmanche, Ar Baganiz, bet c’hoariet alies gant Ar Vro Bagan, e brezhoneg koulz hag e galleg.
E 1954 e krog an istor : un toullad bugale a zo deut da dremen an hañv e Brignogan, e trevadenn-hañv Renault. Emaint o pourmen e kêriadenn Meneham, e Kerlouan. Gwelet a reont merc’hed o lakaat bezhin da sec’hañ, pesketaerien o tont eus ar mor. Dre d’ar mare-se emaer o filmañ ar pezh-c’hoari Ar Baganiz en terouer.
Mont a ra ar vugale da sellet ha da c’hoari er film zoken. Gwelet a reer ul lodenn eus ar pezh-c’hoari dirak an tiez kozh : an ostaleri, ar c’hazarn, an tiez kuzh-daol, ti-soul Job Salou.

E 1681 e tremen istor Ar Baganiz : nevez embannet eo lezenn ar Mor gant Colbert. Difenn eo, hiviziken, kemer ar peñse deut gant ar mor, ha barnet d’ar marv an neb a raio tan da lakaat al listri d’ober peñse. Gwall-amzer a zo, ul lestr saoz a zo en argoll. Petra a raio ar Baganiz, mitio ?

Bep merc’her, a-hed an hañvezh
Adalek ar merc’her 12/07/23 – Betek ar merc’her 30/08/23
Da 16e ha da 17e30 e kêriadenn Meneham (2 abadenn).
Padelezh : 1e15