Dielloù departamant Penn-ar-Bed

War intrudu Naïg Daouphars hag a zo ezel eus ar strollad abaoe bloavezhioù e oa bet treuzkaset skritelloù arvestoù ha teuliadoù d’an Dielloù Penn-ar-Bed. Ar re-mañ a zo prest da zegemer dielloù all evit pinvidikaat ar foñs ha ma vefe evit Strollad Penn-ar-Bed pe evit strolladoù all.

Ar skritelloù niverelaet a zo tu da welout war lec’hienn Dielloù Penn-ar-Bed.

M’ho peus dielloù e c’helloc’h, c’hwi ivez, o fiziañ en ensavadurioù-mañ. Pouezus eo evit ma chomfe roudoù eus ar c’hoariva brezhonek hag evit bodañ, mirout ha taolenniñ istor an arz-mañ.