Stal-labour teatr :
An obererezh-se a zo gouestlet d’ar re o deus c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg : d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit enframmañ war-lerc’h unan eus ar strollad c’hoariva e Breizh pe c’hoazh en em brientiñ evit ur gaozeadenn er skinwel pe er radio…
SKED - Brest
Atalier kaset gant : Glénan Guillou ha Hoel Moretti.
Lakait hoc’h anv dre vail pe war ar bajenn enskrivañ.
Bep Meurzh adalek 6e noz.
Kreizenn Sokial Kerourien, Brest
KLT - Montroulez
Gant Jean-Philippe Davodeau
Bep Meurzh da 6e abardaez e Ti ar C’hevredigezhioù e Sant-Sev.
Lakaat e anv : 06 82 77 10 10
AR VRO BAGAN - Plougerne
Ur stal c’hoariva e brezhoneg bep Merc’her etre 6e30 hag 8e noz.
Mont e darempred gant Ar Vro Bagan.
SKOL AN EMSAV - Roazhon
Gant Julia Mouazan adal an 03/10/2014
Stal sizhuniek nevez : c’hoariva war ar prim ha ret e vo bezañ prim !
Bep Yaou da 6e30 g.m.
Live brezhoneg : B1 – goude ur stummadur 6 miz pe goude 3 – 4 bloaz kentelioù-noz
Prizioù :
- 220 € / bloavezh
- 150 € / bloavezh evit stajidi ha skolidi SAE
Titouroù hag enskrivadurioù.















