Azezoù ar sevenadur hag ar brezhoneg

Azezoù ar sevenadur hag ar brezhoneg a vo dalc’het d’ar Sadorn 25 a viz Du etre 1e30 g.m. ha 7e30 noz e Ti an Holl Penharz e Kemper. Aozet int gant Kuzul Diorren Bro-Gerne ha gant oberourien ar gevredigezh keodedel eus Breizh ha pelloc’h c’hoazh. Komedianed, kanerien ha dañsourien ar vro a gemero perzh evit buheziñ an darvoud.

Palioù an endervezh ? Kas war-raok an eskemmoù etre tud a labour war an dachenn, an dud a-youl vat er c’hevredigezhioù ha prederiañ war dazont sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Kendivizoù, stalioù, eskemmoù plijadurus ha kinnigoù arzel a vo er programm.

Ar programm hag an dud pedet dre ar munud.

Digor eo an darvoud d’an holl re a labour e rann ar sevenadur brezhonek ha/pe e brezhoneg : tud gopret, tud a-youl vat, merourien, dilennidi…
An niver a blasoù a vo bevennet. Evit kemer perzh e vo ret lakaat ec’h anv en a-raok ha dibab unan eus ar peder stal kinniget er furmskrid a vo kavet amañ.