Biskoaz kemend-all adarre !

Biskoaz kemend-all adarre ! Pezhioù c’hoari farsus
C’hoariva evit an holl, Hag a-nevez :

Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement !

  • Bouzar pe Vud : Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per e gamalad a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut.
  • Kresket ar bae : Paeet dister eo Yann en e stal. Bountet gant Maria e vaouez e kred mont da c’houlenn kreskiñ e bae digant rener ar stal.
  • Goro ar saout : Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan a zo o telc’her un tiegezh, war zaou hanter, un tiegezh dister a c’hiz kozh. Erru Jakez eus bodadeg ar Sica. Emañ o vont da greskiñ ar stal gant arc’hant an ti-bank.

Mont e darempred :