Devezh Kuzul Departamant Penn-ar-Bed

Fellout a ra da Departamant Penn-ar-bed broudañ an dud da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha degas c’hoant d’ar re yaouank da zelc’her ganti er skolaj dreist-holl. Ar bloaz-mañ e vo kemeret perzh ennañ gant ar skolioù publik,
prevez katolik ha Diwan eus Douarnenez, eus ar C’hab, eus ar Vro Vigoudenn ha skolajidi Kemper.
Atalieroù a bep-seurt a vo a-hed an devezh evit ar skolidi : Atalieroù sirk, slam, gouren, advouezhiañ filmoù, dañsoù, hulahoop, c’hoariva... hag e brezhoneg penn-da-benn

Da heul e vo ur Fest-noz e sal ar gouelioù e Douarnenez, digoust ha digor d’an holl.
Boued ha tavarn war al lec’h, gant kevredigezhioù sevenadurel breizhek ar c’horn-bro.

Programm an devezh