Karget eus ar c’henurzhiañ hag ar produiñ
Festival ARVESTOMP !
Deiziad kemer ar post c’hoantaet : kerkent ha ma c’haller
Dibenn ar gevrat : fin miz Du
Kevrat : CDD pe CDDU, leun amzer
Gopradur : hervez kael ar goproù ar CCNEAC (strollad 5, skeul 1)
Lec’hioù labour : gwevn, tu zo da labourat e Brest, Douarnenez, Kastellin en ur gompagnunezh keveler pe e pellabour
Devezh labour : e kerzh ar sizhun, nemet evit ar Festival (19 betek an 21 a viz Du)
ARVESTOMP ! zo ur gouel nevez gouestlet d’ar c’hoariva e brezhoneg. Aozet gant ar gevredigezh C’HOARIVA, e vo bodet e-pad tri devezh kompagnunezhioù a-vicher, strolladoù amatourien, tud a-youl vat ha tud deuet da lidañ birvilh ar c’hoariva e brezhoneg dre arvestoù, emgavioù hag amzerioù rannet. Dalc’het e vo ar gouel kentañ eus an 19 d’an 21 a viz Du 2026 e Bro Lesneven.
Kefredioù pennañ :
E darempred gant skipailh an aozerien, ar c’hargad.ez kenurzhiañ ha produiñ a gemero perzh en prientiñ, en aozañ evit kas ar gouel da benn vat en ur asuriñ da skouer :
- Ar c’henurzhiañ hollek hag heuliañ an deiziadur prientiñ
- Aozañ hag heuliañ an emvodoù kenurzhiañ
- Heuliañ melestradurel, lec’haveiñ ha produiñ an arvestoù degemeret
- Kenurzhiañ an eskemmoù gant ar c’hompagnunezhioù, kevelerien, tud a-youl vat ha pourchaserien
- Ober war-dro ar c’hehentiñ, an darempredoù gant ar c’hazetennoù.
Diorren an darempredoù gant ar publik, ar skolioù, ar c’hevredigezhioù ha kevelerien an tiriad
Degemer an arzourien, an dud a vicher, an dud a-youl vat hag an dud e-pad ar gouel.
Douare den/maouez :
Skiant-prenet priziet evit kenurzhiañ raktresoù sevenadurel, festivalioù pe arvestoù bev ;
Bezañ barrek war an aozadur, bezañ emren ha kaout barregezhioù evit labourat e skipailh ;
Perzhioù darempred ha skridaozañ ;
Mestroniañ ar binvioù burevek ;
Aotre B c’hoantaet ;
Bezañ brezhoneger (lennet, skrivet ha komzet) a vo degemeret mat-tre.
Emstrivadur da gas betek an 20 a viz Gwengolo
C’HOARIVA postel : arvestomp@gmail.com















