Kinnig a ra SKED e Brest ur staj kino chakod evit ar grennarded etre ar 25 betek ar 27 a viz C’hwevrer e SKED, evit 8vet bloaz ar genstrivadeg Filmoù Chakod gant Daoulagad Breizh.
Lusket e vo gant un den a-vicher eus Canal Ty Zef ha desket ’vo krouiñ ur film chakod 3 munutenn e brezhoneg en ur dremen dre ar senario, ar filmañ hag ar frammañ.
Ar bloaz-mañ, tem ar genstrivadeg a zo Utopia. Peadra da brederiañ !















