C’hoariva e Gouel Broadel ar Brezhoneg

Estreget abadennoù muzik a zo e Gouel Broadel ar Brezhoneg (04-06 a viz Gouere e Kemperle). Ur bern traoù da ober, da welout ha da selaou ! En o zouez abadennoù c’hoariva ha kan.

  • Abadenn Hi ni eo Molière gant Nolwen Korbel. Redit d’he gwelout ma n’ho peus ket gwelet c’hoazh !
  • An abadenn fromus Klev hag a zo brav-tre, kan ha c’hoari evit ar re yaouank hag evit ar re vras ivez.