C’hoariva e Gouel levrioù Karaez

  • Stand C’hoariva e saloñs levrioù Karaez
    • Ur stand liesembannerien gouestlet d’ar c’hoariva a vo dalc’het ganeomp e trepas saloñs levrioù Karaez. A drugarez d’un emglev gant Kuzul ar Brezhoneg, Skol Vreizh hag ar gevredigezh Bleun Brug (evit levrioù Emgleo Breiz) e c’hellimp lakaat war wel levrioù c’hoariva d’ar publik.
  • D’an 29/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale :
    • Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg.
      Da betra ha penaos treiñ c’hoariva iwerzhonat ? Petra hor broud d’en ober ha peseurt levezon en deus warnomp ?
      Komedianed ha troerien a gemero perzh d’an eskemm hag a vo buhezet gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne.
  • D’an 29/10 da 4e15 g.m. - Korn ar vugale :
    • Strollad Kallag a c’hoario Luduennig un abadenn evit ar vugale.
  • D’an 30/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale :
    • Komedianed ha lenno tammoù pezhioù-choari iwerzhonat troet e brezhoneg.
  • D’an 30/10 da 5e g.m. - Korn ar vugale :
    • Strollad Fubudenn a c’hoario Pebezh buhez lâre Filo !