C’hoariva er skol hag er skolaj

Ar stignad Skol c’hoariva a oa bet krouet gant Rannvro Breizh ha karget ar merañ da C’hoariva evit harpañ ar raktresoù c’hoariva er skol pa int ambrouget gant un den a vicher. Ul lodenn eus ar feur eurvezhiek a vez kemeret e karg gant ar Rannvro.
Ar gevredigezh C’hoariva a c’hell ho titouriñ evit kas ho raktres da benn.

Harp Rannvro Breizh :
Priz an eurvezh a vez 60€ evit an holl dud a vicher.
Rannvro Breizh a gemer e karg 25€ dre eurvezh. Priz an eurvezh evit ar skol a zo 35€.
Aes eo evit ar skol, paeet e vez ar peurrest eus ar feur eurvezh war-eeun gant Rannvro Breizh d’ar brezegennerien.

Hor c’hevredigezh a c’hell harpañ da sevel raktresoù c’hoariva er skol. C’hoariva a zo ivez ur rouedad tud a vicher a ya bep bloaz er skolioù evit labourat gant ar gelennerien hag ar skolidi evit sevel pezhigoù-c’hoari pe abadennoù bras.

Ober c’hoariva er skol ?
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, sikour a ra da vezañ muioc’h en e vleud evit komz.
Deskiñ, c’hoari, en em lec’hiañ, lakaat ar c’horf hag an ijin da vont en-dro, distagañ mat, labourat a-stroll… Un arz klok eo ar c’hoariva hag a c’hell bezañ liammet da varregezhioù ar programmoù skol da zeskiñ.

Muioc’h a ditouroù ?
Skrivit deomp
Pe pellgomzit : 06 38 78 35 15