Danvez komedian war al leurenn d’an 11/06 e Brest

Tud deuet int hag o deus choazet peurlipat o brezhoneg dre ar c’hoariva.

A-hed ar bloaz o deus labouret pezhigoù gant Bob Simon bep Lun noz e ti Sked e Brest.
D’ar Sadorn 11 a viz Even e kinnigint disoc’h o labour da 3e g.m. e Ti an Holl Kerbêr e Brest ha c’hoariet e vo ganto un heuliadenn sketchoù "En ti-gar".

Ul laz-kanañ a vo ivez evit kanañ e brezhoneg (stal skol sonerezh Brest).

Digor d’an holl.