Degemer c’hoariva er skol : posubl eo

Krouiñ ur raktres c’hoariva er skol a chom posubl da ober. Meur a gomedian eus strolladoù rouedad C’hoariva a c’hell mont er skolioù evit krouiñ ha/pe ambrougañ ur raktres savet e-pad an amzer skol. Ul lodenn eus priz an eur a c’hell bezañ kemeret e karg gant ar stignad Skol c’hoariva eus Rannvro Breizh.
Ha tu zo ivez pediñ ur strollad da zont da c’hoari un abadennig er skol evel da skouer ar strollad Madarjeu gant e "Lennadennoù dizalc’h".

Evit muioc’h a ditouroù : skrivit deomp.