Goude Landerne ha Douarnenez e vo aozet Devezh ar brezhoneg e Plougastell ar bloaz-mañ. Bugale skolioù ar vro o do tro da dañva e meur a bleustr arzel e kerzh an devezh. C’hoariva en o zouez. Tangi Merien, aktour e strollad Ar Vro Bagan hag en daou Dangi a lako ar vugale da bleustriñ war ar c’hoariva. Plijadur d’an holl neuze !
Diouzh noz e vo ur Fest-Noz digor d’an holl.















