Devezh brezhoneg e Penn-ar-Bed

Gant ar pal brudañ ar c’helenn brezhoneg e aozo Departamant Penn-ar-Bed un devezh evit dizoloiñ pleustroù e brezhoneg (kwiz radio, advouezhiañ filmoù, dañsoù, foto, gouren, hulahoop, keginañ, lennegezh, c’hoarioù taol, c’hoariva…).
Tro o do skolidi Bro Landerne da gejañ gant arzourien (evit skolidi adal ar CM1 betek ar re 5vet klas).
Evit ar c’hoariva e c’hellint dizoloiñ ha pleustriñ gant izili hor c’hevredigezh : Strollad ar Vro Bagan ha Kompagnunez Safar.
Ur fest-noz a vo evit klozañ an devezh gant ul lid-digeriñ gant Maël De Calan, Prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Patrick Leclerc, maer Landerne.
Ra vo frouezhus ha padus an darvoud-mañ.

1añ abadenn eus un darvoud evit soubañ e sevenadur Breizh !
An Departamant a fell dezhañ broudañ ar skolidi da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha dreist-holl reiñ c’hoant d’ar re yaouank da genderc’hel ganti er skolaj. Skolioù ha skolajoù ar rouedadoù publik, prevez katolik ha Diwan eus bro Landerne betek Menez Are a gemero perzh en abadenn er bloaz-mañ.

PROGRAMM
9e30 - 3e30
Brezhoneg penn-da-benn (Evit ar skolidi nemetken) : un devezh dibar, e brezhoneg penn-da-benn,
kinniget da skolidi divyezhek ar vro (eus ar CM1 betek ar 5vet klas).

Adalek 6 eur noz
Lid da zigeriñ an nozvezh asambles gant Maël DE CALAN, Prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, ha Patrick LECLERC, Maer Landerne.
Skignet e vo filmoù berr divyezhek savet e 2023 da-geñver ar genstrivadeg amatour « Filmoù chakod ».

Adalek 7 eur noz
Fest-noz digoust ha digor d’an holl gant :

  • Digabestr
  • Ar vreudeur Gelleg
  • Sonerien bagad Bro Landerne
  • Sonerien Kreizenn an arzoù pobl

Boued ha tavarn war al lec’h, kinniget gant kevredigezhioù sevenadurel breizhek Landerne.