Devezh c’hoariva ar skolajidi 2024

Devezh ar skolajidi :

Bep bloaz abaoe 2008 e vez aozet gant ar gevredigezh C’hoariva un devezh gouestlet d’ar skolajidi a ra c’hoariva er skolaj.
• Etre 90 ha 140 skolajiad a vez bodet ingal bep bloaz.
• Pep strollad skolajidi en deus 15 mn dre vras evit kinnig war ul leurenn e labour c’hoariva.
• N’eo ket ur genstrivadeg. Un eskemm a zo gant an arvestourien goude pep pezh c’hoari. Un animatour a ro lusk d’an devezh.
• Pep skolaj a ra war-dro ar c’harr-boutin ha pik-nik ar skolidi.
• C’hoariva a aozo an devezh (feurmiñ ar sal ha gwelout gant an teknikour ezhommoù pep strollad (gouleier, son, dafar), aozañ ar buheziñ ha dibunad an devezh, prientiñ ur merennvihan, kelaouiñ war an devezh...).

M’ho peus c’hoant kaout titouroù ha/pe lakaat anv ur c’hlasad (pe meur a hini),
kasit ur postel da :
C’hoariva
Pe pellgomzit da C’hoariva : 06 38 78 35 15
Degemeret e vo an enskrivadurioù betek ar 17 a viz Mae.