EMAÑ C’HOARIVA O KLASK UR SERVIJ KEODEDEL

EMAÑ C’HOARIVA O KLASK UR SERVIJ KEODEDEL

Dedennet gant ar c’hoariva e brezhoneg ?
Startijenn zo ganit ? Oberiant out ?
Deus ganeomp en hor skipailh !

Ar c’hefridi-mañ a gemer perzh e raktres hollek hor c’hevredigezh. Ar pal pennañ a vo broudañ ha diorren ar c’hoariva e Breizh a-bezh ha dreist holl e Penn-ar-Bed. Hor ger-stur : Arzoù bev evit ur yezh vev.

Da gefridi ma emaout a-du :
1/ Kemer perzh en aozadur ar 6vet Festival Teatr Brezhonek, ur mare pouezus evit hor rouedad hag a vez dalc’het bep daou vloaz. E giz-se ez po tro d’ober anaoudegezh gant obererien rouedad C’hoariva ha kompren gwelloc’h e vont en dro, amzer dit da dapout gouiziegezhioù hag a servijo dit evit ur c’hefredi all : 2/ Kemer perzh da vat en obererezhioù diorren ar c’hoariva evit ar yaouankiz er skol hag er-maez eus an amzer skol.
Degemeret e vi e Douarnenez e burevioù rannet gant kevredigezhioù sevenadurel all. E darempred e vi gant komedianed ar rouedad C’hoariva hag atav e vi heuliet gant kenurzhierez-buhezourez ar gevredigezh.

  • 1/ Kemer perzh en aozadur ar 6vet Festival Teatr Brezhonek
    Bep daou vloaz abaoe 2008 e e vez aozet ganeomp Festival Teatr Brezhonek. Dalc’het e vo etre ar Yaou 18 a viz Here hag ar Sul 18 a viz Du 2018. Ur festival red war Breizh a-bezh eo.
    Deus ganeomp evit :
    Kemer perzh e kehentiñ ar Festival (skritell, paper pleg-dibleg, mediaoù, rouedadoù sokial).
    Krouiñ liammoù gant kevelerien zo ar Festival (strolladoù, kevredigezhioù, salioù, kumunioù…) evit prientiñ un darvoud a-feson.
    Harpañ ha kemer perzh en darvoudoù zo (derc’hel ur stand e Festival levrioù Karaez, ober war-dro dibenn sizhun hag a vodo tud eus rouedad C’hoariva, aozañ digoradur ha klozadur ar Festival, degemer ar gomedianed hag ar publik…)
    Sevel bilañs ar Festival gant an dud a youl vat hag ar berzhidi.
  • 2/ Kemer perzh en diorren ar c’hoariva evit ar yaouankiz
    Sell nevez un den yaouank hon eus ezhomm evit-se ! Dedennet omp gant da ali. Gallout a ri :
    Kemer perzh e koulzad brudañ ar stignad Skol c’hoariva (stignad lakaet e plas gant Rannvro Breizh hag en deus fiziet ar brudañ hag ar merañ en hor c’hevredigezh) – e fal a zo reiñ ur sikour arc’hant da raktresoù c’hoariva zo er skolioù (eus ar skol-vamm betek ar skolaj) hag a c’houlenn bezañ harpet gant komedianed a vicher.
    Ijinañ binviji kehentiñ evit lakaat da c’houzout ez eus eus Skol c’hoariva, er skolioù, d’ar vistri-skol, d’ar gelennerien war ar brezhoneg er skolajoù, d’an ensavadurioù, d’ar publik (skritelloù, klip, rouedadoù sokial…).
    Kemer perzh e preder hor c’hevredigezh ha bezañ nerzh kinnig evit sevel ur steunv diorren ar c’hoariva evit ar yaouankiz er-maez eus an amzer skol. Studial gant hor skipailh an tuioù da lakaat e plas stalieroù c’hoariva war diriadoù zo.

Ha neuze ? Mennet out ? En da c’hortoz emaomp !

Komz ha skrivañ brezhoneg zo ur redi evit ar c’hefredi-mañ.

Kenkevredigezh C’HOARIVA ?
Kevredigezh hag a vod ar strolladoù c’hoariva amatour hag a vicher. Broudañ ha diorren ar c’hoariva e brezhoneg war ar 5 departamant Breizh zo palioù ar gevredigezh.

Mont e darempred gant Servij ar Stad
Skrivañ da C’hoariva