EMVOD MEUR C’HOARIVA

An Emvod-Meur, ur mare pouezus evit ur gevredigezh !

Ar blijadur hon eus da bediñ ac’hanoc’h da Emvod-Meur C’hoariva.

Ur rentañ-kont eus obererezhioù ar gevredigezh a vo savet buan.
Komzet e vo eus an dazont evit dibab palioù kentañ ar gevredigezh.

Ma vo eus ur gwir brantad plijus tro-dro d’ar c’hoariva e kinnigomp d’ar re a fello dezho dont gant un tennad eus o fezh-c’hoari brezhoneg karetañ, d’e lenn pe d’e zibunañ evit plijadur divskouarn an holl.
Mechañs e vimp niverus o rannañ hor mennozhioù hag hol lennadennoù tro-dro d’ur banne pa vo echuet gant an emvod.

Evit ar re vennet e kavoc’h AMAÑ ul liamm davet un daolenn a vo da leuniañ gant ar roll komisionoù hon n’efe c’hoant da grouiñ… Lakaet e vo ar gaoz war o fenn da vare an emvod, setu amañ ‘zo peadra d’en em soñjal en a-raok !

M’ho peus c’hoantoù, mennozhioù, ezhommoù STAJOÙ c’hoariva respontit d’ur sontadeg el linenn AMAÑ (a-boan 5mn eus hoc’h amzer - MERSI BRAS !!).

A wir galon
Burev C’hoariva