Setu ur mare pouezus ! Un taol-lagad war ar c’hilseller hag un all war an dazont.
Emvod-Meur C’hoariva a zo digor d’an holl re zedennet gant ar c’hoariva e brezhoneg.
Klasel a-walc’h e vo an emvod :
- Danevell vuhezel
- Danevell obererezhioù
- Danevell arc’hant
- Raktresoù 2024 ha pelloc’h c’hoazh
M’ho peus c’hoant heuliañ an emvod daou zoare a vo :
- Dre vizio
- Pe e sez ar gevredigezh e Douarnenez
Kasit ur gerig deomp hag e vo kaset deoc’h an holl ditouroù, pe evit en em lugañ pe evit mont da gavout ac’hanomp e sez ar gevredigezh.
Ha neuze ? Gwelet e voc’h ?















