Eil eskemm ar - C’h/KALYB - e Rodez

Ar c’hovid en doa miret ouzhomp d’en em vodañ e 2020. Evit 2021 e vimp degemeret adarre gant Ti-Kêr Rodez da geñver Festival an Estivada, ur festival hag a lak war-wel ar sevenadur okitan.
Asambles, gant kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier e savomp programm an eskemmoù.
Gouel an Estivada a vo dalc’het etre an 22 hag ar 24 a viz Gouere da lâret eo dres goude eskemm ar c’h/KALYB.
E-pad ar Festival teir abadenn c’hoariva a vo kinniget e yezhoù Bro :

  • Salvatges en okitaneg d’an 22/07
  • Kontadennoù Kanterbury e brezhoneg hag okitaneg gant Kompagnunez Madarjeu d’an 23/07.
  • Un arvest straed hag a vesko ar yezhoù gant komedianed eus broioù : Alzas, Bro Euskadi, Katalonia, Okitania ha Breizh. C’hoariet e vo e straedoù Rodez d’an 22, 23 ha 24 a viz Gouere #Vayezhagaran.
    Deuit e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù pe evit lakaat hoc’h anv.