Un droig e Roazhon d’ar 25 ha 26 a viz Here evit :
D’an devezh kentañ : heuliañ an Emgavioù Europa war ar Gwirioù Yezh. Gant kalz a evezh hon eus selaouet ar gouvidi hag o deus lakaet war wel ne glote ket an testennoù europat hag a sell ouzh gwirioù yezh, gant ar pezh a vez graet gant stad Bro C’hall. N’eo ke reizh tamm ebet ar pezh a vez graet ha ret eo vo d’ar gevredigezh keodedel derc’hel penn evit ma vefe doujet ouzh gwirioù yezh hag a ra perzh eus gwirioù mab-den.
Berr-ha-berr an Emgav war lec’hienn ELEN (e saozneg)
Chomet omp d’an eil devezh war bedadenn Kevre Breizh da heuliañ Emvod Meur ELEN (Rouedad Europat Kevatalder ar Yezhoù), evit kinnig d’ar berzhidi a oa o tont eus meur a vro Europat hor c’henstrollad nevez ganet. Pa vo solutoc’h e ziazezoù e c’hellfemp ijinañ en dazont marteze krouiñ liammoù gant hor c’henseurted eus ar c’hoarivaoù all e yezhoù minorelaet Europa.