Ezhomm komedianed evit c’hoari "Ma vefen c’hwi"

"Ma vefen c’hwi", ur pezh diwar "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN.

Pevarzek pezh berr zo bodet en ul levr a-benn diskouez skeudennoù nevez teatr flemmus ha farsus Hanock Levin.
Ampart eo an dramaour eus Israel evit ober ur paz a-gostez a-benn bountañ un tamm ordin deus ar vuhez pemdeziek etrezek ur menoz hep skiant ha distourmus.

En heuliad pennadoù-mañ, lemm ar skrid anezhe, e kinnig Levin ur rummad a dudennoù prest d’ober n’eus forzh petra evit kregiñ barz dibennaj ar vuhez... nemet kemer ar riskl da vevañ evit gwir.

Dre unangomzoù pe taolennoù etre daou pe dri den, e lemm Levin e bluenn evit profañ deomp ar pezhioù-berr mañ, efedusted an diaoul e-barzh, med ivez fent a bep seurt, hini teñval hag hini sod-mik o c’hoari asambles.

Leurennier :
Lionel Jaffrès
War al leurenn :
Naig Daouphars
Elisabeth Le Rouzic
Yvonne Simon
Sylvie Vigouroux
Armelle Gueguen
Christiane Bouffaud
Michel Gouez

Devezhiou krouidigezh : Disadorn 11 a viz Even (devez a-bez)
Etre an 12 hag ar 24 a viz Gwengolo

Evid mond e darempred gand ar strollad : Teatr Penn Ar Bed