Testenn ha foto embannet gant Ti ar Vro-Leon :
"Plac’h Plougerne, Typhaine Corre ganet e 1989, zo deuet da vezañ komedianez a-vicher e 2014, goude bezañ graet ur servij keodedel gant Ar Vro Bagan. Piket eo bet he c’halon buan gant ar strollad, ar c’hoariva hag ar brezhoneg. Mont a ra alies ivez da eskemm gant skolidi diwar he labour, ar sevenadur hag ar yezh. ‘Pezh a blij kalz dezhi.
Kanañ a ra ivez, Typhaine, e brezhoneg evel-just, testennoù skrivet gant Naig Rozmor pe Herve Ar Gall. Savet eo bet ganti nevez zo, asambles gant Tangi Le Gall-Carré, paotr an akordeoñs, un albom nevez : Gouloù mil steredenn.
Kontañ a raio Typhaine, e Kafe Brezhoneg, perak he deus dibabet ar vicher-se, ha penaos e vez kaset ganti he labour pemdeziek ha liesseurt. Klevet vo ivez tonioù eus he fladenn nevez."
Typhaine a vo e Rostrenn en dibenn sizhun da zont evit buheziñ staj Kantren asambles gant Etienne Siberil.















