KANTREN : UN AVANTUR C’HOARIVA E BREZHONEG DIGOR D’AN HOLL
Plijout a rafe deoc’h kemer perzh e atalieroù a bep seurt diwar-benn ar vouezh, ar c’horf, ar maskl, ar c’han, an dañs… ? Labourat asambles war un destenn ? Pleustriñ ha c’hoari dirak an dud ?
Deomp da foetañ bro holl asambles war hentoù Breizh.
Ur grouidigezh dibar douget gant c’hwec’h kompagnunezh c’hoariva.
An holl ditouroù a vo kavet en teuliad stag.
Dedennet oc’h ? C’hoant ’peus gouzout hiroc’h pe lakaat hoc’h anv ? Titouroù hag enskrivadurioù.
Selaouit kinnig Kantren gant ar c’homedian Etienne Siberil (Kompagnunezh ar Vroderez Noz) war gwagennoù Radio Kreiz Breizh.















