Keloù eus kompagnunezh Teatr Piba

Labourat a ra ar gompagnunezh war raktresoù c’hoariva liesseurt war berr pe hir termen.

  • Ar faltazi da selaou "Louise an arzhed", azasaet e brezhoneg eus un destenn gant Karine Serres a c’hellimp selaou e-kerzh miz C’hwevrer.
  • Kenderc’hel a ra ar gompagnunezh da beurlipat krouidigezh "Hentoù Gwenn - Nos voies lactées" hag a vo kinniget d’ar publik war al leurennoù e diskar amzer 2023.
  • Ar raktres Phōnē (raktres eus programm Europe Créative) gant eizh kompagnunezh c’hoariva-all eus Bro Europa hag a grou en ur yezh minorelaet (sellout ouzh ar foto !). E-barzh ar programm-mañ emañ ar raktres "Les dépasseurs" douget gant Krismenn (adal ul labour soubidigezh en un Ti Retret e Landreger).

Idish = Yiddish / Serbsce = Serbski - Sorbian / Ladin / Kvääni / Gaeilge = Irish - Iwerzhon / Galego = Galisian / Frisk = Frisain / Brezhoneg = Breton.