Kentañ abadenn strollad Kantren

Brav e oa an amzer, ar publik a oa aze evit sellout ouzh abadenn gentañ Kantren, goude loc’hañ ar Redadeg. En a-raok en doa pleustret kalz ar strollad amatour, heñchet gant komedianed a-vicher eus rouedad C’hoariva evit kinnig ur vrav a abadenn straed. Tro en do ar strollad da c’hoari meur a wech c’hoazh e Breizh. An titouroù a vo kaset dre lec’hienn C’hoariva hag ar rouedadoù sokial. Hent mat dezho !

Liamm Facebook
Journal France3 du 05/05/2026